Language:

The Free and Open Productivity Suite
Apache OpenOffice 4.1.4 released

OpenOffice.org e brezhoneg : ar raktres

  1. Pellgargit ar arveret en droidigezh, teul OO.org 2.x Calc .ods.
  2. Setu ivez gerva OpenOffice.org war lec'hienn Hiziv-an-Deiz.
  3. Evit eskemm ho so?jo? hag ho skiant-prenet dre ar galleg (kudenno?, goulenno? hag all...), kit ama?
  4. Taolit ur sell ouzh pajenn ar raktres ? native-lang ? brezhonek ama?, http://www.whatsmycrossover.com
  5. Emvod ? Teknologiezho? nevez e brezhoneg ? aozet gant Ofis Ar Brezhoneg e Gwened, pellgarga? ar ginnigadenn.
  6. Setu evit diella? an deiziataer (kozh) hon oa heuliet a-benn sevel OOo 1.1.4 e brezhoneg.
  7. Lennit an atersadenn gant Gwenael Dage, kaztenner ? Ya ?.

Evit echui?; trugarekaat a reomp Sophie Gautier, Charles H. Schulz ha Pavel Jan?k evit o sikour ken prizus... Kit war hor forom evit kenskriva?, m'ho peus evezhiadenno? pe goulenno?.

Kinnig OpenOffice.org 2.4 e brezhoneg

Ama? ema? OpenOffice.org 2.4 e brezhoneg !

D'an 13 a viz Genver 2008,

OpenOffice.org 2.0 a zo un heuliad mezianto? burevek a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hinienno?, gouarnamanto? ha kevredado?. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an heuliado? burevek pouezusa?. Ganta? ema? holl c'halloudegezhio? ar mezianto? digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad stlennvon nevez ha barregezhio? XML araokaet e skor OpenOffice.org ar mentrezh skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul burevek dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc'h c'hoazh eget forzh peseurt heuliad mezianto? all e ro OpenOffice.org an ostilho? d'an dud dre ar bed a-bezh evit beza? izili emouestlet hag oberiant eus o c'humuniezh.

OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc'h c'hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro gant Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc'hidigezh etre ar mezianto? hag an digenvezder ; ha ledanaat a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar mentrezh OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n'eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak beza? bac'het gant ar werzhourien pe rak an diamzeri? mentrezh. Gallout a ra ar mentrezh OpenDocument beza? implijet gant ne vern pe arload burev, ha rei? a ra tu da welout, da embann ha da voulla? teulio? evit ar remziado? da zont.

OpenOffice.org 2.x a zegas spi d'an armerzhio? bihan, dre ma c'hellont brema? kaout un hollad mezianto? burevek en o yezh hag a zegouezh mat gant o ezhommo? ha gant o barregezhio? arc'hant. Dieupoc'h e vint neuze diouzh interesto? ar werzherien mezianto? perc'henn.

OpenOffice.org zo o vont da veza? an heuliad mezianto? burev brudeta? a zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; rei? a ra tu d'an implijourien, gant diogelroez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadego? brasa? gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. ? Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc'hemenno? gwella? deoc'h ?, Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems.

Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc'hant hag ar c'heveler penna?, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc'h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emro?sted, ha barregezh Kumuniezh ar mezianto? digor o zarzh.

Brema? ema? K?r Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzha? OpenOffice.org en he burevio?. ? Laouen omp gant arc'hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijourien zo war hon 18000 post labour ?, Brigitte Lutz, K?r Vienna.

Louis Su?rez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo ? OpenOffice.org 2.0 an disoc'h eus un argerzh kenlabour oc'h emplega? miliado? a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an ? Open Source ? da genderc'hi? mezianto? uhel o ferzhded hag e c'hell gwaranti? ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c'hortoz an implijerien digant o mezianto? burevek. ?.

Ouzhpenn ar mentrezh OpenDocument, an etrefas implijour zo bet adtreset hag ur mollad stlennvon nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c'hoazh zo bet gwellaet, da denna? splet eus e varregezhio? XML araokaet, evel e amparted da groui?, da embann ha da implijout XForms en un doare aes.

Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c'heller kaout hiziv an heuliad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c'hell beza? pellgarget an aozerezh 2.0 ofisiel war lec'hienn an Drouizig, http://www.whatsmycrossover.com hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell Ofis Ar Brezhoneg, e vo dasparzhet an aozerezh adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolio? da genta?-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc'h.

Evit kaout muioc'h a ditouro? diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c'hemennadenno? e saozneg war ar bajenn-ma?.

Gant hor gwella? gourc'hemenno?,

Kumuniezh OpenOffice.org

Levrlennadur ? Implijet eo bet al levrio?-ma? evit an droidigezh vrezhonek :

Pellgarga? OpenOffice.org 2.x e brezhoneg

Evit deski? penaos kempenn mat hag implijout un tammig an difazier brezhonek dindan OpenOffice.org

Kit war ar forom ama? evit pellgarga? ar pakado? brezhonek, evit kenskriva? ganeomp ha gant ar gumuniezh.

Kinnig kozh OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg, gant Giulia

Setu, e-giz ? The Gimp ? pe ? Mozilla ?, ur prof (ha pebezh prof, un dudi !) digant kumuniezh ar mezianto? dieub. Ganet oa bet a-drugarez d'ur c'henlabour ingal hag arloup. He?vel ouzh an heuliad kenwerzhel Star Office, un heuliad burevel dieub ha klok eo. Kinnig a ra :

Embannet eo bet an arreval diwezha? gant OpenOffice.org. Posubl eo e bellgarga? e meur a yezh hag e brezhoneg brema? ! Liessistem eo an heuliad bureveg (bet rakanvet OOo dija) : kavet e vez anezha? evit ar reizhiado? Windows, Linux, Mac ha Solaris. Posubl eo lenn ha che?ch ar restro? bet krouet gant an heuliad bureveg Microsoft Office (XP, 2000, 97 h.a.). Ar c'henglota? etre Microsoft Office hag OOo a zo dispar : dousig e c'heller tremen d'unan d'egile, 'pezh a aliomp ac'hanoc'h start d'ober.

E-touez perzhio? niverus eus an arreval diwezha? 1.1.4 e c'hellomp mennegi? ar re-ma? :

Dindan aotreegezh GNU LGPL (Lesser General Public License) ema? OOo. Talvezout a ra eo kenglotus gant ar GPL, nemet n'eo ket ur redi lakaat dindan aotreegezh GNU LGPL ar chenchamanto? a reer war ar c'hod. Da l?ret eo e c'hell un embregerezh bennak en em ziazezi? war OOo ha kroui? ganta? ur meziant perc'henn ha kenwerzhel.

Pellgarga? OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg

[ http://www.whatsmycrossover.com ]

Apache Software Foundation

Copyright & License | Privacy | Contact Us | Donate | Thanks

Apache and the Apache feather logo are trademarks of The Apache Software Foundation. OpenOffice, OpenOffice.org and the seagull logo are registered trademarks of The Apache Software Foundation. Other names appearing on the site may be trademarks of their respective owners.